Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/214

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
170
imitation ar verc’hes vari.

niach, disquezit din bete pegueit e c’hall monet ho carantes.

Me a voar e meus meritet an tauliou ar re rusta eus ho justiç. Ah ! punissit ar revoltet-ma, mæs rentit dezan ar plaç en devoa en ho calon.

Lamit diganen, me a zo contant, qement a ell va staga oc’h ar bed, madou ha danves, henor ha reputation, istim ha mignoniach an dud, mæs na bermettit jamæs em be adarre ar malheur d’ho coll.

Oh ! ra ellin hiviziqen repari, dre ar fidelite hac ar ferveur eus va c’harantes, an amser am beus collet o veza separet diouzoc’h, dre nep seurt pec’het marvel.

Pliget ganeoc’h eta, ô Jesus ! rei din c’hoas antre en ho ca1on.

Ho calon a so bepret ar memes, atao digor evit hor receo, en despet d’hon dianqamant.

Bleinit eta, ô va Doue ! dre ar funou sacr eus ho craç, va c’halon varzu ho calon ; grit na sortiin jamæs ac’hano.




CHABIST XV.
Penaus hac e pelec’h e renqer clasq Jesus, pa ves bet ar malheur d’er c’holl.


Mari ne devoa qet qentoc’h remerqet ne voa qet Jesus assambles ganthi, ma er c’hlascas gant prez, da guenta e toues he c’herent,