Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/213

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
169
levr ii. chab. xiv.

qer patant, ar garantes infinit ho poa evidon hac ar blijadur a gavac’h oc’h ober ho temeuranç ennon.

O peguer bian eo va c’halon, evit detesti ervad va ingratiri !

Nan, an oll galonou assambles ne vent qet capabl da formi a enep va pec’hejou un horrol, eur gassoni crèn aoualc’h evit egali ar malheur am beus bet d’ho c’hommetti.

Evel ma zon ar brassa ingrat en hoc’h andret, ô va Jesus ! e c’himploran ho prassa compassion. Hi a vezo suffisant e plaç ar glac’har a vanqo din.

Me a garje e vige va glac’har qen bras hac ar feiz pehini am sclêrigen, ha pehini a zesq din an horrol infinit a dlean da gaout evit ar pec’het marvel, hac ar garantes eb muzul pehini a dlean da gaout evidoc’hui, va Doue,va zad.

Santout a ran an oll indignite eus va bues, ha nebeutoc’h e santfen, m’ho pige nebeutoc’h a vadeles.

Allas ! va oll ingratiri ne deus qet gallet fæza ho patiantet em c’henver.

Va gortoset oc’h eus gant eur vadeles a behini ne allan aoualc’h en em estoni, hac evit pehini jamais ne allin caout aoualc’h a anoudeguez vad.

Er stad deplorabl e pehini e zon dirazoc’h, pe sort sujet a esperanç a ellan-me caout, nemet ho madeles memes !

Jesus, va Salver, o renta din ho migno-