Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/210

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
166
imitation ar verc’hes vari.


Ah ! ra ello hoc’h instructionou qen profitabl allumi em c’halon ar garantes fervant-se gant pehini e verit beza servichet un Doue pehini a so oll carentes evidon !




CHABIST XIV.
Pebes malheur eo coll Jesus.


Jesus en devoa daouzec vloas pa zeas da Jerusalem assambles gant Santes Mari ha Sant Joseph, da celebri ar solanite eus ar pasq, evel ma zoa ho c’hustum.

Ar solanite o veza passeet, Mari ha Joseph a zistroas da Nazareth : Jesus, eb na vouient, a chommas e Jerusalem. Great о devoa dija un deves bale, pa veljont ne voa qet Jesus gantho.

Pebes chagrin n’o devoue qet ! Peguer sansibl ne dleas qet beza Mari, particulieramant, eus ar c’holl a Jesus !

Mæs, ô va Salver ! neqet dre he faut e collas Mari ac’hanoc’h.

En em guzet a rejac’h a zirac he daoulagat evit interest gloar ho Tad celestiel.

Evidon-me pehini a meus ho collet qen alies dre va phec’hejou, pehini am eus ho forcet qen alies d’en em bellaat diouzin, a me a ell santout aoualc’h ar c’holl-se ?