Mari ne devoa collet nemet ar bresanç corporel a Jesus. Conservi a reas e oll vignoniach, ha me am eus collet qement a eller da gaout a guerra, er bed, graç ha mignoniach Jesus.
Ar bed hac e blijadurezou, pere a meus caret mui eguet Jesus, hac hi o deus pe a dra d’am dizommagi eus ar c’holl am eus great ?
Eürus ar re dioc’h pere Jesus nen deo jamæs en em belleat, pere ho deus atao possedet Jesus !
Hi ebqen a ell lavaret petra eo barados an douar.
Beza gant Jesus, ô compagnunes an douça ! ô antretienou ravissant ! ô mignoniach tener ! ô contantamant divin !
Mæs en em velet pell dioc’h Jesus, dre ar pec’het, ô solitud horrubl ! ô noz tenval ! ô miser ar vrassa ! ô ifern var an douar !
Ah ! ma c’hanavesfe e valheur an hini en defe collet Jesus, e rofe, evit e gaout adarre, an oll pinvidiguezou, an oll henoriou, an oll blijadurezou eus ar vues.
Guëla a rear da eur c’holl temporel, evel ma zeo coll un aneval : inconsolabl e vezer ; ha ne voueler qet ar c’holl a rear eus e Zoue.
Ne rear, qet muioc’h a van evit e goll, dre eul le-faus, dre neglijanç ar gonfession, dre al lubricite, eguet na rafet ma na ve collet netra.