Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/209

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
165
levr ii. chab. xiii.

pep tra, n’er c’harfac’h qet aoualc’h, an Doue-se qer mad ha qen dign da veza caret.

Eur mignon evit pehini ne rafac’h nemet just ar pes a so necesser evit non pas coll e vignogniach, bac èn ho considerfe evit eur mignon touet hac ardant ?

Ar guir garantes a ra atao muioc’h eguet nebeutoc’h. N’en em gontant qet eus ar pes ma zeo oblijet da ober.

Profita a rêr eus an oll occasionou da blijout, pa garer ervad.

M’ho pige evit Doue eur garantes fervant, ar pes a rafac’h evintan a ve atao en tu-ma d’ar pes a falfe deoc’h ober.

Carit gant ardeur hac ar garantes a zouçaio ar boan. Doue a scuill en un ene fervant un douçder pehini a ra caout deliçou er pes memes a so an diessa da ober.

Ar Servicher.

O va mam dener ! obtenit d’ho crouadur ar ferveur-se a bec’hini e parlantit din, hac a bec’hini oc’h eus roët exemplou qer bras.

En amsao a ran gant mez : an disterra difficulte am arret. Cedi a ran d’ar guenta tentation a inouamant hac a zic’hout.

Ar respet humen alies am dalc’h hac am ampech da ober ar pes a inspir din ar c’hraç.

Guelet a rit an ezom am beus da gaout couraich ha ners.