Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/208

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
164
imitation ar verc’hes vari.

servichit, ma en em espernit vis-a-vis dezan.

Considerit ar pes a ra evit ar bed ar re en em zesques e vignonet, ha desqit gantho ar pes a dlefac’h ober evit Doue.

Guelit pebes pres ho dens. Ne espernont na poan na fatig e servich ho mæstr treitour. Sugeal a reont e mil dra evit plijout d’ar bed.

Mæs plijout da Zoue, rei d’ar mæstr souveren-se cals mercou eus ho carentes, a so, en ho santimant-c’hui, eur gountraing re vras.

Goulen diganeoc’h sourciou da blijout d’ho crouer, a so goulen diganeoc’h beza re sujet.

A nen deo qet mezus evidoc’h e rancfet proposi deoc’h exempl tudarbed, hac ho cass d’o scôl evit desqi penaus e tleit servicha Doue ?

Ah ! na bermettit qet e veac’h trec’het e courach gant bugale ar bed. Na souffrit qet en em c’hlorifife ar bed da veza guelloc’h servichet gant e vignonet, eguet n’en deo Doue ar gristenien.dre ar re en em c’halv christenien.

Ne viot mui eus a nombr ar gristenien-se pere a gred caout cals a zevotion pa en em gontantont da ober fîdelamant ar pes a ordren lezen Doue dezo, dindan boan a bunition.

Ha ne roont-hi qet a lec’h da sonjal e consantfent eb poan da goll graç Doue ma c’halfent e c’holl eb meritout an ifern ?

Da viana e toujont Doue mui eguet n’er c’haront.

Dougit anezan, va mab, an Doue-se terrupl en e bunitionou ; mæs ho pet aon, dreist