quele, mar fell dezan e veac’h eno, eguet na rafac’h oc’h ober actionou caer a zevotion.
Rei a rit din, ô Guerc’hes santel ! en oll circonstançou eus ho pues pere a anavezan, exemplou bras eus an devotion ar fervanta.
Ar ferveur-se eo ho cundue bep bloas da Jerusalem, e amser ar pasq.
Peguement benac an obligation d’en em renta eno evit celebri ar solanite vras-se ne selle nemet ous Joseph, gouscoude ne vancac’h qet d’e accompagnunecaat.
Ho carantes evit Doue a yoa re vras evit m’en em gontantchac’h da ober evintan ar pes ebqen a yoa evidoc’h un dever indispansabl.
Allas ! ene ingrat ma zoun, ne meus qet great betehen evel-se en andret Doue.
En despet d’e oll vadoberou, n’e meus bet evintan nemet eur galon stris ha lach.
Ret eo bet dezan commandi din evel mæstr, evit va lacaat da oboissa ha da renta dezan va henoriou.
Eur galon pehini a gar Doue ne neglich netra eus ar pez a ell plijout dezan.
Ne anavezit qet qement a verit ar mæstr a