Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xv
evit an oferen.

un abim a vajeste ennoc’h oc’h-unan, bezit ive evidomp un abim a drugares, ha na gassit qet ac’hanomp quit eb rei deomp ho penediction.

Epad an Aviel divêza.

Jesus, verb eternel, dre behini pep tra a so bet great, ha pehini, o vesa en em c’hreat den evidomp, pa zeo erruet ar poent, oc’h eus instituet ar sacrifiç divin ; ni ho trugareca gant cals humilite eus ar c’hraç oc’h eus great deomp da assista hirio en oferen evit beza participant dreizi en ho meritou. Ra zui an oll Sænt hac an oll Æles d’ho meuli a guement-se en êe ! Ra gommancimp, ni ive var an douar, d’ho meuli dre eur gomportamant vad ha dign ac’hanoc’hui, o Jesus ! Evellen bezet great.


————