Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xiv
pedennou


Pa sestum ar Bêlec ar brusunadou sacr eus an Hosti.

Autrou, va Doue, an disterra loden eus ho craçou a so infinimant precius. El lavaret em eus ; n’on qet dign da veza azeset oc’h o taol evel ho mignonet ; mæs permetit gane destum ar pez a goëz dioc’h an hosti sacr varnesi. An disterra graç diganeoc’h, va Doue, a rejouisso va ene, hac en em gontantan da gredi goulen ouzoc’h ar pez a c’houlenne ar Gananeen. Grit na negligin nicun eus oc’h inspirationou pa zeo guir an negligenç-se a elfe oc’h oblija d’am priva anezo tout-a-fæt.

Epad an Oremus divêza.

Falvout a ra deoc’h, Autrou, beza pedet eb cess gant ho pobl fidel, abalamour m'o deus atao ezom eus ho craçou ha ma zeo infinit tensoriou ho trugares. Scuillit ennomp ar speret-se a humilite a, fizianç, a garantes, evit ma verito ar beden da behini hon excitit, beza chelaouet ganeoc’h dre voyen Jesus-Christ, ho mab, pehini a vev hac a ren ganeoc’h er c’hloar.

Arauc Benediction ar Bêlec.

Dreindet santel hac adorabl, eb commansant na fin, evidoc’h hon eus commancet ar sacrifiç-ma ha dreisoc’h er finissomp. Pliget ganeoc’h er c’haout agreabl, hac evel ma zoc’h