Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xiij
evit an oferen.


D’an Agnus Dei.

Jesus, oan Doue, pehini oc’h eus deurveset ervad en em garga eus a bec’hejou ar bed, o pet trues ousin ; me a so accablet dindan poues ha pounerder va c’hrimou. Douguit-hi, va Jesus, douguit-hi, pa zeo guir, oc’h o douguen, ho effaçot, hac oc’h o effaci, e reot din ho peoc’h hac ho carantes.

D’an Domine, non sum dignus.

Allas ! Autrou, ne deo nemet re vir ne veritan qet ho receo : a gement-se on en em rentet tout-a-fæt indign dre va phec’hejou. Ho detesti a ran, abalamour m’o deus va phelleat diouzoc’h. Tostait ac’hanon ouzoc’h adarre, ô va Doue ! parlantit oc’h va c’halon hac em excitot d’ar binigen.

Communion spirituel.

O va Jesus ! dign eus va oll garantes, me n’em eus qet hirio ar bonheur da veza maguet eus ho corf adorabl, souffrit, da viana, m’ho recevin a speret hac a galon ; m’en em unissin ganeoc’h dre ar feis, an esperanç hac ar garantes. Me gred ennoc’h, me a esper ho craçou, me ho car eus va oll galon, me garfe beza en etat d’ho receo er sacramaht divin-se gant an oll dispositionou a souhætfac’h eus va phers.