Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xij
pedennou

nettaït, va santifiit. Læzit, Autrou Doue, læzit eur berad eus ar goad adorabl-se da guesa var va ene, evit ma vezo disouillet dioc’h ar pec’het, ha ma vezo allumet enni ar flamm sacr eus ho carantes, va Doue.

D’an eil Memento.

O pet memor, ô va Doue ! eus a eneou ar purgator : beza o deus au henor da apparchanti ouzoc’h ha da veza ho priejou. Chelaouit ac’hanon surtout e faveur ar re evit pere e zon muia obliget da bedi.

D’ar Bater.

Daoust ne don nemet eur c’hrouadur miserabl, gouscoude, ô Doue bras ! e qemeran al liberte d’ho qervel va zad. Er falvout a rit, ô va Doue ! Grit din eta ar c’hraç da non pas en em renta indign eus a galite ho mab, ho merc’h. Ra vezo benniguet oc’h hano santel da jamæs ! Bezit ar roue absolu eus va c’halon, evit ma rin ho polontes var an douar evel m’e gra ar Sænt en êe. C’hui so va zad : roït din eta, me ho ped, ar bara celestiel-se a behini e vaguit ho pugale. Pardonit ac’hanon evel ma pardonan a galon vad d’ar re o defe va offanset. Na bermettit qet e ven caus da dentation ebet da zont din, nac e consanten jamæs da nicun. Mæs, dre ho craç, ô va zad ! grit ma vezin bepret treac’h da oll enebourien va silvidigues.