Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xi
evit an oferen.


D’ar C’hanon.

Tad eternel, Pastor souveren ar Bastoret conservit ha gouvernit hoc’h Ilis. Santifiit ar bobl fidel hac e Bastoret ; cresqit ho nombr var an douar. Unanit an oll dud ha roit dezo ar memes speret hac ar memes calon. Scuillit ho penediction var hon Tad santel ar Pab, var hor bro, var hor Pastor ha var guement hini o deus recevet ar feis eus hoc’h Ilis, an Ilis Romæn.

D’ar c’henta Memento.

Me ho ped, ô va Doue ! da gaout sonch eus va c’herent, eus va mignonet, eus va madoberourien, eus va c’honfessour. Recommandi a ran deoc’h, a greis va c’halon, ar personachou digant pere e c’halfen beza beza recevet eur voal drætamant benac, un injur pe un insult. Ancounac’haït ho pec’hejou ha va re-me. Roït dezo pers er sacrifiç divin-ma, e meritou Jesus, ha carguit-hi eus ho penedictionou er bed-ma hac er bed-all.

D’ar Gorreou, pa saver an Hosti.

O Jesus ! va Salver, guir den ha guir Doue, me a gred emaoc’h realamant presant en hosti santel-se. Me oc’h ador eus va oll galon.

Pa saver ar C’halur.

O goad precius ! scuillet evidomp var ar groas ! me oc’h ador. Pareït ac’hanon va