Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
x
pedennou

hac ar c’halur precius, ar bara hac ar guin pere a dle beza chenchet e corf hac e goad Jesus, ho mab. Recevit eta, va Doue, an offranç a ran deoc’h eus a sacrifiç ho Mab evel un dra a c’hues mad evidoc’h, ha souffrit m’ac’h unissin d’an offranç a gorf ha goad Jesus, an offranç eus va c’horf hac eus va ene, eus va madou, eus va bues hac eus a guement am beus.

D’ar Voualc’h-daouarn.

Goalc’hit ac’hanon, va Doue, e goad an Oan-Doue, evit ma vezo purifiet va oll souilladures spirituel, ma visco va ene ar robe venn eus ar stad a c’hraç ha ma c’hesperin neuse beza un deis diguemeret er banqet a joa eternel, destinet ganeoc’h en êe d’ar re a veso bet ho mignonet var an douar.

D’ar Prefaç.

Poent eo, ô va ene ! sevel dreist en oll draou eus ar bed-ma. Tennit, va Doue, tennit oc’h-unan hor c’halonnou betec ennoc’h ha souffrit ma c’hunissimp hor moueziou da velodiou caër ar sperejou eürus, ha ma lavarimp, en hor pelerinaich ama, ar pez a ganont eternellamant er c’hloar : Santel, santel, santel eo an Doue a adoromp, an Autrou, Doue an armeou.