Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
ix
evit an oferen.


D’ar Gredo

O va Doue ! me a gred eb douetanç ebet an oll guirioneziou oc’h revelet. N’eus qet unan evit pehini ne ven prest da scuilla ar berad divêsa eus va goad. Me a gred, var ho comz, e zeus un Doue e tri pherson. Me a gred eo an eil pherson, ar Mab, a so en em c’hreat den : me a gred eo Doue ha den ha ne ra nemet eur personnach divin. Me a gred eo Jesus, ar mab-se, en em c’hreat den, maro evidon er groas, resuscitet a varo da veo, pignet en êe, a beleac’h e tuio d’am barn. Me a gred e zeus var an douar un Ilis, un assamble a Gristenien, gouvernet gant Jesus, e phen invisibl, ha dre ar Pab, e viqel principal var an douar. Me a gred e zeus, en Ilis catholiq-romæn, pehini ebqen eo ar guir Ilis eus a Jesus, madou commun d’he oll bugale ; sacramanchou evit santifia an den pec’her ha cresqi santéles an dud santel. Ma a gred e resuscito an oll da fin ar bed. Ma a gred un ifern hac eur barados eternel ; me a gred ar purgator ac ar rest.

Va Doue, cresqit va feis.

D’an Ofertoar.

Daoust ne ven nemet eur c’hrouadur mortel ha pec’her, gouscoude, ô Doue ! ô guir Doue beo hac eternel ! me a offr deoc’h, dre zaouarn ar Bélec, an hosti pur a bep tach,