Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
viij
pedennou

pehini a vev hac a ren ganeoc’h hed oll gantvejou ar c’hantvejou. Evel-se bezet great.

D’an Abostol.

Me a gonsider, ô va Doue ! en Abostol-ma, evel eul liser pehini a zeu din eus an êe, evit va instrui eus ho polontes adorabl. Accordit din, mar plich gueneoc’h, an ners da ober ar pez a gommandit. C’hui, ô Autrou-Doue ! oc’h eus inspiret d’ar Brophetet ha d’an Ebestel ar pez o deus scrivet hac a lenner brema. Grit din un nebeut pers en ho sclêrigennou ; laqit, er memes amser, em c’halon, un eulfen eus an tan sacr pehini oc’h eus allumet qer cre en ho c’halon, evit m’ho carin, va Doue, ha m’ho Servichin evelto.

D’an Aviel.

Sevel a ran em za, ô va Doue ha va Phrinç souveren ! evit disquës deoc’h on prest da zifen, e risq va interest temporel hac e risq va bues, ar guirioneziou eternel pere a lenner en aviel santel. Jesus, ho mab, en deus roet din da anaout ha proposet din da gredi ar guirioneziou-se. Desirout a ran e vent scrivet ganeoc’h, va Doue, var va zal, em c’halon ha var va zeaud, evit m’o amsavin partout, m’o c’hredin ferm, m’ho c’harin ha ma parlantin aneso bepret gant reveranç.