Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
vij
evit an oferen.


D’ar C’hyrie eleison

Hirvoudi a ran, huanadi a ran, ô va Doue ! qen n’am bezo ar bonheur da velet ac’ha-noc’h o caout trues ouzin. Hed va bues e levirin, brema ispicial e lavaran gant ar Belec : Autrou, ho pet trues ousinme, pec’her, pec’heres vras !

D’ar Gloria in excelsis.

Ar c’hloar a veritit, ô va Doue ! ne ell beza rentet deoc’h dignamant aoualc’h nemet er barados. Va c’halon, a-unan gant Jesus er sacramant, ma ve disposet parfæt, ma na ve qet qer fragil, a elfe sur renta gloar deoc’h evel m’er meritit ; mæs va c’halon baour a so qer volach, qen imparfæt. N’eus forç gouscoude, ô va Doue ! me faut din he sevel betec ar barados, hac eno, me a unvan va moues gant ar sænt pere a gan meuleudiou, benediction, gloar, adoration barfæt dre Jesus, Sant ar Sænt : d’an Dreindet sacr, Tad, Mam ha Speret-Santel !

D'an Oremus.

Recevit, ô va Doue ! at pedennou a so adresset deoc’h evidomp. Accordft deomp ar graçou hac ar vertuziou a c’houlen evidomp an Ilis, ho pried. Guir eo ne veritomp qet hor chelaoufac’h ; mæs considerit e c’houlennomop ouzoc’h an oll graçou-se dre Jesus, ho mab,