Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ






GOUSPEROU.
————


Gousperou a sinifi peden dioc’h an nos. Represanti a reont enterramant hor Salver. Pa hor bez collet un tad, eur vam vad, hor beus sonch eus a heur ho enterramant. Mar caromp Jesus e tleomp ive e ta henori amser he enterramant ha dont d’ar gousperou. An dezir eo eus hor Mam santel an Ilis da behini e fell lacat an dud fidel da santifia hed-a-hed an deisiou Sul ha Goüel.

Evellen e cornmancer :

Autrou Doue, deut d’am sicour. Autrou en em hastit da zont d’am assista.

Gloar d’an Tad, d’ar Mab, d’ar Speret-Santel, a vrema da viqen. Evel-se beset great,

psalm 109.

Gloar Jesus, Mab Doue, Bêlec eternel, e zouffrançou ; chetu eno petra a velas David en avanç.

An Autrou Doue oll c’halloudec en deus lavaret da Jesus-Christ, va autrou , deis e asçansion glorius en êe. Asesit en tu-deou din, ha chomit er plaç-se, qen na laqin oc’h adversourien da cervichout da scabel d’ho