e tlean bale eb en em chelaou va-unan.
En em abandoni a rêr tout-a-fæt etre daouarn un den sur, prudant bac habil ; hac em befe un difizianç e Doue ar furnes eternel, pehini am c’hundu bepret, n’eus forç petra erru ganen ?
Ho providanç en em blich alies о vont d’an termen en em bropos, dre voyenou pere a seblant control. Evel-se eta, peguen estonabl benac e ve ho tessinou varnon, me en em gontant d’ho adori.
C’hui a ell ober muioc’h eguet na ellan compren. N’eus forç eta, ô va Doue ! petra vezo ordrenet din eus ho pers, pa vouezin e vezo eus ho pers, evel ma zeo pa ves commandet din un dra benac gant va phastor, va c’honfessour ; me en em soumetto, eb ræsoni, d’an urzou eus ho providanç, ha pa na oufen qet petra a dlefe erruout goude-se.
Sur e zoan penaus, e pep tra, em bezo affer oc’h un Doue pehini a so infinimant mad. An dra-se a yoa aoualc’h evit lacât Mari ha Joseph da dec’het en Egypt, eb goulen ræeon ebet.
O va ene ! imitomp c’hoas, var ar poënt-ma, hor mam guêr.