Mari ne examin qet an traou-se. Ar memes Doue pehini en deus great rei urs dezi da bardial, a so puissant aoualc’h evit ober dezi caout peadra da veva, petra benac n’er c’hompren qet.
Mari ha c’hi a chomo atao en Egypt ? N’er c’houlen qet : distreï a rar pa royo Doue dezi da anaout an amser e pehini e tle distrei.
Hас e rofe Doue dezi ursou c’hoas incomprenaploc’h, he ene se golfe netra eus e pheoc’h.
A betra e c’halfe beza chagrinet un ene pehini a sonch eo Doue he c’hundu ?
Ha beza e zeus eur brotection assuroc’h eguet hini ar brovidanç ?
Ordren a rit din, ô va Doue ! bale dre henchou pere ne anavezan qet. Aoual’h eo : ho polontes a zalc’h lec’h din a sclêrigen hac a ræson. Ne ouzon pelec’h e zan ; mæs assur oun penaus, m’ar en em læsan da veza cunduet dre zorn un Doue, ar furnes memes, ne rin qet a faus camejou.
Daoust ma ven en devaligen, e valean gant assuranç, abalamour ma zon certen n’em abandonot qet.
Ah ! petra servichfe din va sclêrigen va-unan en un hent pehini a zigorit din oc’h-unan, ha pehini a ordrenit din da heulia evel pa ven dall, ha dre oboissanç deoc’h ?
Azalec ma zon sur oc’h eus parlantet,