Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/197

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
153
levr ii. chab. x.





CHABIST X.
Penaus e tle en em comporti un ene, e pe santimanchou e tle beza pa zalc’h Doue en he andret eur comportamant incomprenabl.


Doue a rо da c’houzout en un instant da Vari, dre voyen Joseph pehini a so bet instruet gant un eal, penaus e renq savetei Jesus dioc’h furol Herodes, ha partial evit ar vro eus an Egypt.

Mæs Doue ha n’en deus-èn qet, en e ollc’halloud, eur voyen da chench calon ar prinç-se ? Ha ne qet indign a un Doue tec’het dirac un den marvel ?

Doue ha ne all-èn qet nevezi e faveur Jesus, ar burzud eus ar gouliou a bere e scoas guech-all an Egyptianet evit savetei an Israëlitet, e bobl, hac ho zenna eus ar vro-se ?

Ah ! Mari ne glasq qet compren dessinou Doue er gomportamant a zalc’h en e andret.

Bolonteziou Doue a verit ive hor soumission, pe e comprennimp, pe ne gomprennimp qet ar ræson anezo.

Mari hac hi a gavo pe a dra da chom beo, epad eur veach hir, e creis an dezertchou, pell dioc’h pep ty hac er vro estranjour-se e pehini e c’hasser ?