Petra a dleit eta da ober evit ar furra ? En em soumetti, va mab, da guement a ordreno Doue.
An Autrou-Doue a so[1] ar mæstr, e me c’hui, ra rayo ac’hanon qement a gavo a bropos.
Hac e vellot penaus Doue, touchet dre ho soumission ha fidel d’e bromessaou, a rento scanvoc’h eguet na songit, ar c’hroaziou-se pere, a ziabell, a seblant deoc’h dleout beza qen pouner.
O renta a rayo scan betec ober deoc’h lavaret : Sulvui[2] hon deus pers e souffrançou Jesus, sulvui a bers hon deus ives er c’honsolationou a zeu deomp dre Jesus.
Me o trugareca, ô Guerc’hes sacr ! eus ar c’hentelliou a roit din. Allumi a reont va c’hourach, oc’h va zenna eus va languis.
Ah ! c’hui eo a obten an ners neves pehini a santan em ene evit monet gant courach varzu ar c’hroaziou-se, pere ne allen qent da gonsideri nemet gant spont.
Binniguet[3] ra vezo an Autrou va Doue, pehini, dre avisou e Vam divin, a grenva va daouarn evit ar gombat hac a zesq din souten eur brezel, e pehini, allas ! eb ar sicour-se, ne alfen nemet beza trec’het.
(a) Reg. 3. 18. (b) Cor. 1. 5. (c) Ps. 14. 1.