Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/195

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
151
levr ii. chab. ix.

sion ar barfæta, qement a falveze da Zoue.

Ha me a gren pa gonsideran ar c’hroaziou neves pere a zestin evidon.

Mui a beoc’h em ene, mui a dranqilite ; va speret en em revolt, va c’halon a en em glem.

Mari.

Doue[1] ne bermetto qet e veac’h tentet, affliget, eprouvet en tu-all d’ho ners, mæs atao e proportiono e sicour d’hoc’h ezom.

Chelaouit e c’hraç pehini dija a barlant ouzoc’h. Consantit d’e c’hraç, d’e inspirationou mad.

Sulvui Doue a brepar croaziou da un ene, sulvui e prepar dezi moyenou d’ho supporti.

Ar c’hroaziou a so unan eus ar pinvidica presanchou a elfe Doue da ober d’e grouadur, hac, oc’h o receo a galon vad, ar c’hrouadur a ra d’e grouer ar sacrifiç an agreapla.

Ar c’hroaziou a zestin deoc’h a zo bras, da lavaret eo, en deus varnoc’h dessinou bras a zilvidigues, a zanteles.

Ha fallout a ra deoc’hui ampech an Autrou-Doue da ober ar pes en deus c’hoant.

Ho troublien, hoc’h aon ne bellaint qet diouzoc’h ar c’hroaziou-se. Petra benac a rafac’h, e vezo ret deoc’h ho douguen.

(a) 1 Cor. 10. 13.

  1. 1 Cor. 10. 13.