Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/194

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
150
imitation ar verc’hes vari.

e lavaren : Ah ! chetu eno ar pes a vezo great un deis da Jesus !!!

Ar Servicher.

Compren a ran, ô mam Guerc’hes ! peguer glac’harus e tlie beza ho stad, hac eo gant ræson e c’halv an ilis ac’hanoc’h rouanes ar verzerien.

Ar verzerien o deus bet ho phen trouc’het ; exposet int bet d’al loenet sauvach ; perisset int bet dre an tan pe an dour. Mæs ho souffrançou ordinalamant ne vizent qet padus : ho re-c’hui o deus padet tri bloas ha tregont hac epad an oll amser-se, leun a gourach hac a ners muioc’h eguet an oll verzerien assambles, e velac’h gant ar brassa patiantet ar souffrançou bepret neves pere a brepare Doue deoc’h, ha dreist peb tra ar re a dliac’h un deis da anduri var ar c’halvar.

Evidon-me a so ar sempladures hac al lachete memes pa velan ar souffrançou pere a dle c’hoarvezout ganen. Ma en em nevessae continuelamant ho poan, o sonjal en tourmanchou a dlie Jesus da anduri, bepret ives e nevêseac’h ar c’henta sacrifiç ho poa great anezan oc’h e offr da Zoue e dad, ebars en templ.

Oc’h ene a yoa en dristidigues ar vrassa : mæs bepret e jouisse eus ar peoc’h.

Falvout a rea deoc’h, gant ar soumis-