Gant joa e sonjan, ô Guerc’hes oboissant ! er speret-se bepret ingal pehini a gonservchoc’h, pa oue ret deoc’h partial evit an Egypt.
Credi a reac’h parfoet penaus an Doue etre daouarn pehini en em abandonac’h, en dirige sourci ac’hanoc’h epad ho peach, ha ne vijac’h qet abandonet gantan pa vijac’h erruet e fin oc’h hent.
En effet, daoulagad Doue hac hi a elle mancout da veza digor varnoc’h ha var ar buguel divin a behini en devoa fiziet ar sourci ennoc’h ?
Nan, nan, ô Mari ! n’ho poa aon da gaout, na rac an dangerou eut an nos, na rac ar re eus an deis.
Adversour ebet na elle, nac ho surpren en e bechou, nac ho muntri dre e dauliou.
An[1] Autrou-Doue en devoa carguet e Æles d’ho tiouall. Urs o devoa da heuillia fidelamant oc’h oll,roudou.
Commandet en devoa dezo pellaat[2] diou-
(a) Ps. 90. 6. (b) Ps, 90. 11. et seq.