Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/191

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
147
levr ii. chab. viii.


Doue hac en a vezo ar mæstr uniq evit pehini ne reor netra, eb examina arauc hac en na exich qet re ?

O va mab ! peguen nebeut e carer e Zoue, pa laqear an unan eur muzul er garantes a roer dezan !

Ne garfet qet offr d’ar bed, pehini n’en em c’houvern gouscoude nemet dre faltasi ha ne gar nemet dre interest, ne gredfet qet offr dezan eur galon evel an hini a gred meur a gristen offr d’ho Doue.

Eur mab pehini ne ra evit e dad nemet just ar pes a so ordrenet dezan, eur pried pehini ne ra forç evit displijout d’e phried, pe e deus poan o plijout dezan, hac hi a zisques guir garantes ? hac en so lec’h da veza contant anezo ?

Doue a so infinimant mad en andret e oll grouadurien ; mæs er memes amser, ne souffr qet ingal dezan e calon e vugale.

Ne ves na caret na servichet, evel ma er goulen ha ma er merit, ma n’er servicher gant eur galon barfæt[1] ha soumettet d’e oll volonteziou.

Ruzjit gant ar vez da veza qen lach en e servich. Ruzjit gant ar vez da ober qen nebeut evit an hini en deus great qement evidoc’h.

Caout a ra deoc’h e ro alies gourc’hemen-

(a) Col. 4. 12.

  1. Col. 4. 12.