Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/190

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
146
imitation ar verc’hes vari.


Mari.

Dre va esempl, va Mab, bezit ferm ha generus, pa c’houlen Doue diganeoc’h un dra benac, n’eus forç pe seurt e ve.

Allas ! exija a reas diganème e rojen dezan ar pes am boa ræson da garet. Mæs, diganeoc’hui petra a exich ordinalamant ? Ar pes a dlefac’h da gassaat.

Goulen a ra diganeoc’h ar sacrifiç eus hoc’h ourgouill, eus ho coler, eus ho tiegui, eus ho courmandis.

Mar carit Doue, ar generosite a dle beza ar galite brincipal eus ho carantes.

Eur galon stris ha calet ne voar qet petra eo caret. Ha caret a rer Doue, pa na ves c’hoant da antrepren netra a boanius evintan, pa en em zigourager er guèl eus an difficulteou a ves da drec’hi ?

Ar guir garantes evit Doue en em zisques er boan hac er gombat.

Beza difficil ha delicat ha beza disqib da Jesus, a so impossubl.

Ha fallout a ra deoc’h renta ho sacrifiçou agreabl d’an Autrou-Doue ? Grit-hi prompt hac eb examina petra a goustont a boan.

Ar bed a exich digant e vignonet ar sacrifiçou ar re boaniussa ; mæs aoualc’h eo dezan beza parlantet, evit lacât о ober dioc’h-tu hac antieramant.