Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/189

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
145
levr ii. chab. viii.

eus ho mab Jesus, a voue eur guir sacrifiç.

Gouzout a reac’h e tlefe, un deis, rei e vues evit silvidigues an dud, ha dija en offrac’h da Zoue evel victim.

Car, evel-se, en offrchoc’h, evel ma en em offras e-unan, d’an Tad eternel.

Eno e voue evel ar c’henta moment eus a guement ho poue da souffr, betec an huanad diveza, eus a vues Jesus.

Hoc’h ene, mam Doue, a gommanças neuze da veza treuzet gant ar c’hleze-se a c’hlac’har a behini e parlante Simeon, о terc’hel Jesus entre e zivrec’h.

Ar mamou eus an douar a gâr ho bugale, mæs e qement se ar re-ma ne bossedont qet о oll c’harantes hac о oll affection.

Pet affection ne zalc’h qet ar mamou evit ar vanite ? Pet evitho o-unan ? Mæs c’hui, ô santes Mari ! a garie Jesus ; c’hui er c’harie eus oc’h oll galon, ha ne gariac’h nemetan.

Ho mab uniq e zoa : ne reac’h nemet commanç tanva an douçder da veza mam, ha mam da un hevelep crouadur.

Gouscoude, evel ma zeo erruet an deves da vont d’en ofr d’e dad, e partiit.

Merc’h dign a Abraham hac heritoures eus e feis, e vouguit an oll santimanchou naturel evit chelaou ebqen moues Doue pehini a c’houlen diganeoc’h ar sacrifiç eus ar pez a garit muya er bed-ma.