gant resination d’e volontes an disprijançou a erru ganen, eguet na rin dre an donæzonou ar re gaëra a recevin digantan.
Mab Doue a so en em humiliet betec ar maro, betec an neant. Chetu eno an exempl pehini a dlean da heulia.
Caout horrol oc’h an humiliationou a so caout horrol oc’h an hevelidigues a roont deomp gant Jesus.
Ma ro din an Autrou-Doue cals a humiliation, e fell dezan va renta henvelloc’h ous imach e vab.
Receo a dlefen un disprijanç, un humiliation gant qement a blijadur hac a anoudegues vad, evel ma recefen un tam eus ar guir groas var behini e varvas va Salver.
Santes Mari, Guerc’hes an humpla goude Jesus, obtenit deomp caret, eveldoc’h, beza humiliet ha dispriget er bed-ma evit beza henoret ganeoc’h er barados.
An offranç a rêe ar mamou da Zoue en e dempl, eus ho bugale æna, a gouste nebeut dezo. Mæs, ô Guerc’hes ! an hini a rejoc’h