Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/187

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
143
levr ii. chab. vii.


Нac e vent dianavezet, dispriget memes, n’en em estimont nemet eürussoc’h.

Ar brovidanç pehini a veil var an eneou just ha santel, ho c’hundu alies e-unan, dre an hent eus an humiliation hac an disprijanç, d’an termen eus ar merit hac eus ar c’hloar eternel.

Ar garantes en deus an den evintan e-unan na souffr qet facil d’en em velet humiliet ha discaret ; mæs dre an dra-se memes eo utilloc’h an humiliation.

Ar Sænt a drugareca Doue eus an dismeganç a anduront, evel eus a eur c’hraç vras a recevont.

Ma n’em eus qet c’hoas ar memes santimanchou, eo certen penaus ne don c’hoas nemet un den stag oc’h an douar, esclao eus ar garantes propr, ha penaus ne glascan qet Doue ebqen e pep tra.

Beza e zeus Sænt pere memes о deus goulennet beza humiliet, qement a zesir o devoa da veza parfæt.

An Ebestel, pa deuent eus a assambleou e pere e vizent bet dispriget, insultet, a zride gant ar joa.

Ma n’en em santan qet ar memes courach, e tlean, da viana, receo gant patiantet ha soumission an humiliationou a zigaç va Doue din evit va mad spirituel.

Muioc’h a henor a rentin da Zoue o souffr