Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/186

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
142
imitation ar verc’hes vari.

Dre ar ceremoni-se a religion, e voue, en eur feçon benac, villeat an eclat hac ar gaërder eus ar guerc’hdet-se, a behini e zoa qen jalous gant ræson, pa annonças an Arc’hel dezi ar myster eus a incarnation he mab.

Mæs Mari a ouie, ô Jesus ! penaus ar vez bac an dismeganç a dlie beza, un deis, ho partach, en amser ho passion ispicial, hac en em estime eürus da ellout beza henvelouzoc’h var ar poent-se.

Sulvui ho poa hi savet huelloc’h eguet ar merc’het-all, sulvui a blijadur a guemere oc’h en em izellaat hac o cuzet he c’haliteou caër.

Un ene pehini, evel Mari, ne glasq plijout nemet da Zoue, a ra nebeut a gaz eus a istim an dud. Ne ra van eus ho meuleudiou : guelloc’h e ganthi beza disprijabl e ty an Autrou-Doue, eguet beza henoret evel ma ze bugale ar bed, pere a receo о oll henoriou er bed-ma ha ne recevint er bed-all nemet dismeganç eternel.

Ar vertus a so, en effet, cals muioc’h e surete pa ves en disprijanç eguet e creis an henoriou hac ar meuleudiou.

Ma chom cuzet a zirac daoulagad an dud, n’en deo nemet brillantoc’h ha sqedussoc’h dirac daoulagad Doue.

Ar guir vertus, ar guir devotion, n’o deus qen desir na qen pretantion nemet da denna varnezo daoulagad Doue.