Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/185

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
141
levr ii. chab. vii.


Ar sourci da rei exempl vad, a sell c 'hoas muyoc'h ous ar re hinvidic hac ar re buissant.

Ma nen dint qet fidel da lezennou Doue ha da re an ilis, e vezo cals a dud treïnet dre ho exempl e punç an ifern ; car songeal a rer e zeo henorabl heulia hevelep squeriou : hac hi a so brassoc’h eguet Mari, pehini, evel mam Doue, a so an huella goude Doue ?

Desqi a dleont, e scol ar verc’hes-se, mam un Doue, en em servicha eus ho renq huel evit procuri gloar Doue, pehini en deus о savet qen huel.

O christenien, christenien ! baleomp var roudou hor mam santel. Evelthi, n’or bez qen aon nemet da rei goal exempl, e feçon ebet, na dre goms na dre œuvr, na dre omission a enep lezen Doue hac hini an ilis.

O Mari ! melezour a exempl vad, pedit evidomp.




CHABIST VII.
Eus a garantes hаc eus a bris an humiliationou.


Un humiliation vras e tlie beza, ô va Doue ! evit ho mam santel, ar burification, lezen pehini ne voa great nemet d’ar mamou commun hac ordinal.