ha goassoc’h ; e famill, e recreation ; drougpreseg, calomniou ; er marc’hajou ; gueyer, leou-faus, injustiçou bras ha patant, a bere e parlanter goude-se evel a dauliou caër ; amourousdet disqueset publicamant, dishenor er famillou, dissipation, causeres en ilizou, er sermoniou, a bere e sortier eb ezom hac e c’halier ar re-all da ober ar memes tra, ha ne qet ar re-se ha re-all gantho eo ar mor a voal exemplou e pehini e neun hac en em veuz hirio un infinite a gristenien ?
O christenien a voal exempl ! mar fell deoc’h en em zaoni, en em zaonit oc’h-unan ; mæs da viana, na roit qet taul ar maro da ene ar[1] breur fæbl, ar c’hoar sempl-se evit pehini Jesus- Christ a so maro.
Lamel injustement digant ar re-all ho madou terrien, pebes crim ! Mæs pebes crim infiniment brassoc’h ha cruelloc’h o friva eus a c’hraç Doue, eus a vadou an eternite !
An den a voal exempl a so mevel pe blac’h an diaoulou. Ar re, dreist peb tra, о deus eur garg benac, evel ar vistri ; un autorite benac, evel an tadou, ar mamou, a so grevussoc’h o goal exempl abalamour d’an obligation vrassoc’h da rei exempl vad.
D’ar vistri, d’ar vestrezet, d’ar guerent ispicial eo e lavar an Autrou-Doue : Me a c’houlenno compt diganeoc’h eus an eneou a vezo collet dre ho coal exempl.
(a) Cor. 8. 11.
- ↑ Cor. 8. 11.