Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/183

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
139
levr ii. chab. vi.

vont d’an oferen, ha gouscoude e c’halfe erruout ma rencfet mont, evit non pas rei goal exempl d’ar re scrupulus.

Pa garer Doue, e clasqer gounit dezan calonou ar re-all. Mæs ne c’hounezer jamæs guelloc’h calon unan-all da Zoue, eguet о tisques hon-unan, dre exempl vad, penaus er c’harer.

Alia ar re-all d’ar vad, d’ar religion, a ro istim evithi. Mæs pa unisser an exempl d’an ali vad, e teuer guelloc’h abenn eus an dud.

Exemplou ar sænt a ra sænt. Arvertuziou a bratiqe an Ebestel hac ar c’henta christenien, ne reant qet nebeutoc’h a effet var gals a sperejou, eguet na rê o zermoniou bac o miraclou.

O phatiantet, о douçder en andret an oll, o c’harantes vras an eil evit eguile, pardon an injurien a recevent, o c’hourach dreistordinal da anduri memes ar maro evit Jesus, о ferveur bepret brassoc’h en e servich, о ardeur estonabl evit ar gommunion, a yoa evel qen alies a fleur a c’huez vad hac excellant, pere a antree e calon bac e speret qement hini o guele.

O pegnen nebeut a gristenien a so hirio pere, dre o vertuziou, a lezfe partout dre ma passeont ar c’huez mad a Jesus-Christ.

An dud ne seblantont en em velet hac en em gaout nemet evit rei goal exempl an eil d’eguile.

Er fricojou ; mesventi, dansou, bavardiach