Me a observo ho lezen, va Doue, betec va huanad diveza, eb digares fall ebet.
Ho lezen, ô va Autrou ha va C’hrouer ! a so hac a vezo, em santimant, un heritach ar c’haëra pehini a fell din conservi gant ar brassa sourci. Anezi e ran evit jamæs ar sujet eus va oll joa.
Mari a observ lezen ar burification, evit non pas reï eur sujet a voal exempl d’ar Judevien, pere ne ouient qet e zoa guerc’hes.
He observi a ra evit rei da Joseph, he phried, an exempl eus ar barfæta oboissanç qer couls ha d’ar re en divige üoue instruet eveltan eus a vyster he guerc’hdet.
Na chomit qet eb ober un dra da behini ne veac’h qet obliget, mar guelit er vad e ve qement-se un occasion a voal exempl.
Hac e rencfet memes quitaat un exerciç a zevotion an agreapla deomp, ne dleomp qet marc’hata.
Quittaat an dra-se evit non pas scandaliza den, a so quitaat Doue evit Doue.
Dre exempl, pa na ves qet mirapl eur gouèl, ne zomp qet obliget absolument da