Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/181

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
137
levr ii. chab. v.


N’en deo qet ar c’hic nac ar goad a renqer da gonsulti pa ves qestion a lezen Doue. An natur ne all nemet hon douguen da goueza el leziregues, hac ar bed nemet d’en em revolti.

O Mæstr souveren ! pehini ebqen oc’h eus guir da gaout eur volontes, eb n’or befemp-ni guir da c’houlen ouzoc’h rêzon eus ho polonteziou, digorit[1] va c’halon d’ho lezen.

Ho[2] comsou, ô Doue ! a so ar justiç hac al lealdet memes..

Grit dezo coueza em c’halon evel[3] ar glis.

Ho prophet, David, a lavar sclear deomp, en unan[4] eus e ganticou divin, penaus un abondanç a beoc’h a so partach ar re pere a gar ho lezen hac e observ.

Lavaret a ra deomp e ro ar furnes d’ar re simpl a galon, e cundu d’ar guir bonheur, e chasse an dristidigues eus ar galon, hac e tissip tenvaligen ar speret, e zeo consideraploc’h eguet an aour hac ar mein precius, e zeo douçoc’h eguet ar mel an douça.

O va Doue ! e presanç Mari, ho mam, me a dou observi ho courc’hemennou.

Dre bedennou ar vam dener-se eus an oll bec’herrien, ha va fedennou va-unan, en hano Jesus, pliget ganeoc’h creaat va resolution.

{a) Mala. 2. 1. 4. (b) Ps. 118. 142. (c) Deut. 32. 2. (d) Ps. 118. 142. It. seq.

  1. Mala. 2. 1. 4.
  2. Ps. 118. 142.
  3. Deut. 32. 2.
  4. Ps. 118. 142. It. seq.