Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/180

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
136
imitation ar verc’hes vari.

d’ar brassa eus an oll visfri, da Zoue memes, penaus ne oufac’h qet oboissa dezan, penaus al lezen a c’houlen re digant ho sempladures ! Pebes insolanç, pebes hardiziegues, pebes mez ! Caout a rer servich Doue re bouner, petra benac ma lavar deomp e zeo douç ha scan ! Ac e preferer dezan servich ar bed, peguen cruel benac e ve.

Evit oboissa d’ar bed, e roer dezan ar pes a so a breciussa, ar fleur eus an oad, eus ar speret, eus an nerz, eus an talanchou, an deneridigues eus ar galon. Evit an Autrou-Doue, e testiner dezan an amser da zonet evit ober e volontes ; da lavaret eo, e c’hesperner evit Doue al ly eus a vloaveziou ar vues, eur restat benac a zantimanchou, ar pes a rayo ar bed faë varnezan hiviziqen.

Bemdes, evit plijout d’ar bed, e suger evel tud dall d’he faltaziou, d’he c’hiziou ridicul, ha pa ves qestion da blijout da Zoue, d’ar mæstr-se qer mad, qen dign eus hon oll garantes, pa ves qestion da oboissa eb digares d’e lezennou, e caver an dra-se re galed, pe memes e clasqer rêsoniou da bellaat divarnomp ar bec’h-se, qen pouner. Mar en em chelaouit oc’h-unan pe m’ar consultit tud ar bed, arauc oboissa da Zoue evel ma zeo dleet, ne oboissot jamæs, pe n’er greot nemet gant muzul, abalamour lezen Doue a so control d’hoc’h inclinationou ha da lezennou ar bed.