Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/179

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
135
levr ii. chab. v.


Gouscoude Mari, peguement benac, dre he santeles, ne voa qet comprenet dindan al lêzon eus ar burification, a falvezas dezi he observi. He observi a reas memes qer mad, ma ne basseas poent ebet eb he heuilla fidelamant.

Exempl Jesus, pehini a yoa falvezet dezan en em soumetti da lezen эr circoncizion eb necessite hac ebqen evit rei exempl vad, na bermettas qet da Vari ober uzach eus an exception a etablisse he santeles evithi. Hac oc’h pen, al lezen ne barlant a exception ebet. Evel-se Mari a oboiss dioc’h-tu hac eh digarezi netra.

Seblantout a ra ive penaus, o presanti he mab ebars en templ, erves al lezen, e confonte anezan etoues ar bugale-all.

Mæs al lezen a lavare penaus ar mamou a bresantche en templ ho bugale æna.

An tad celestiel a zisquezo, pa blijo gantan, gloar Jesus ; Mari ne sonch nemet da oboissa.

Exempl capabl meurbet da gonfonti hon lachete, pa ves qestion da oboissa da lezen Doue, hac an digarezou væn pere a glascomp evit en em zispansi eus a un oboissanç pront ha fidel.

Estranch eo e revusfet d’an Autrou-Doue eцr soumission pehini a exiger digant ar re a so a zindannomp.

Poultr ha ludu ma zoc’h, e credit lavaret