Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/178

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
134
imitation ar verc’hes vari.


Pedit neuse an Autrou-Doue da gresqi ho creden : Autrou, crêvait va feis. Ar c’homsou diveza-ma a zalc’hot doun en ho memor evit repeti alies var an deis, hac e servichint deoc’h da voqet spirituel, a behini e saourot alies ar c’hues mad en hoc’h ene.

Ar Servicher.

Guerc’hes, guir vam an eneou devot, a bere e clasqit ar guir interest spirituel, e c’hars ho treid e qemeran ar resolution da vedita bemdes, dre oc’h exempl, ha dindan ho protection, eur viriones bennac eus va religion.




CHABIST V.
Observi lezen Doue.


Mari e devoa concevet Jesus dre operation ar Speret-Santel. Deut e voa da veza mam, eb cessi da veza guerc’hes.

Guiniveles he mab n’e voa servichet nemet d’he renta purroc’h. Lezen ar burification ne alle qet sellet outhi, pa zeo guir ar lesen-se a yoa etablisset evit ar groagues commun a Israël, pere a yoa sujet d’ar pec’het, hac anezo e c’hallet lavaret ar pes a lavare David : Va mam e deus va c’honcevet er pec’het.