Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/172

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
128
imitation ar verc’hes vari.





CHABIST IV.
Necessite hac avantach ar veditation.


Ar Servicher.

Craou a Vethleem, repetit deomp-ni ar pez a rejoc’h da entent da Vari, pa deuas ar bastoret da adori Jesus, pe qentoc’h, Guerc’hes, mam Doue, ar pes a occupas ac’hanoc’h neuze.

Mari.

Va mab, ar guel estonus a un Doue crouadur bian, astennet var un tam plous, ha mailluret, a oue evidon eur sourcen infinit a reflexionou mad.

N’en em squizen qet о vedita ar myster bras-se a garantes un Doue incarnet.

Ar pes a velen hac ar pes a gleven en em imprime hac a læse mercou doun e goelet va c’halon ha va speret.

Admira a rean c’hoas muioc’h eguet ar bastoret, ar bursud a zeue d’en em ober. Oll buissançou va ene, va ententamant, va bolontes, va memor a yoa oll occupet eus an objet bras-se.

Ac’hano, eus ar reflexionou-se e teue mil affection dener pere a sortie continuellamant eus va c’halon ; ac’hano ar meuleudiou hac