Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/173

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
129
levr ii. chab. iv.

ar venedictionou pere ne cessen da rei d’an Oll-c’halloudec.

Mar fell deoc’h, va mab, beza touchet eus ar guirioneziou caer ha divin eus ar religion, e renqit en em occupi anezo a zêvri hac o medita gant attention.

Feis an darn vuya eus ar gristenien n’en deo languissant hac evel morgousqet en ho c’hreis, nemet abalamour ma neglijont e antreteni hac he c’hreaat dre ar veditation, evel ma c’hantretener ha ma cresqer an tan dre ar c’heuneud a laqear ennan.

Nac a grimou bac a zizursou var an douar ! Ar pen-caus a guement-se eo an ancounac’ha eus ar guirioneziou eternel.

O vedita alies var an ifern, an eternite eus an ifern, var bonheur eternel ar barados, var garantes Doue evit an dud, var bassion Jesus-Christ, var ar gredo, var gourc’hemennou Doue, re an ilis, ar sacramanchou ; var garantes Jesus evidomp, ispicial e sacramant an auter ; о vedita varan traou-se oll, dioc’h ar mintin particulieramant, pe da viana e poent pe boent eus an deis, eo e c’hanavezer Doue hac e zervicher.

Dre ar reflexionou-se e veler scler an neant eus an traou crouet, hac e zeus bet meur a hini-pere a so en em rentet sænt, oc’h en em zistaga a galon dioc’h pep tra bac o reï о oll garantes d’ho c’hrouer.