Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/171

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
127
levr ii. chab. iii.

res, pehini ne lavar jamæs e ve destumet aoualc’h.

Permettet eo deoc’h espern un nebeut ho tanves ; mæs na vezit na calet en andret memprou Jesus, nac usuiller.

Arguella espern a rafac’h eus ho madou eo ho lacat etre daouarn ar paour. Eno e c’hallit destum un tensor pehini ne vezo ravaget na gant ar mercl na gant ar prenvet.

Da heur ho maro, er c’havot eno, caër-oc’h-cæra dre ma crescot oc’h aluzen.

Mæs laqit eves na rafac’h oc’h alusen evit beza guelet ha meulet gant an dud.

Mar deo possubl, grit hoc’h aluzen d’ar paour evel pa na oufe qet ho torn cleis petra a ro ho torn deou, ha Doue, evit pehini ebqen ho pezo-hi great, ha pehini a vel er secret, a bublio dirac an oll hoc’h œuvrou a drugares hac ho recompenso hed an eternite, a vad infinit, e plaç ar madou perissabl ho peso bet distribuet er bed-ma d’ar beaurien, dre garantes evitan.