Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/170

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
126
imitation ar verc’hes vari.


Bezit henvel, va mab, oc’h an dud-se pinvidic pere a so charitabl ha truezus, en em c’hra tadou ha mamou ar beaurien, ha n’ho deves qet a aon d’en em renta paour, o cresqi ho aluzennou.

Nac a venedictionou e recevont var an douar ! mæs nac a venedictionou preciussoc’h a recevint-hi digant Jesus en e varados !

Alies an Autrou-Doue a rent dezo er bed-ma memes, ar pes o deveus roet a muioc’h eguet ar pes о deveus roet d’ar paour abalamour da Zoue.

Ar pes о deveus da c’hortos digantan en e varados, a vezo ingal d’e bromessaou.

Hac ho deffe serret outho o-unan an tabernaclou eternel, dorojou ar barados, a c’hellont c’hoas ho digueri dre an aluzen, pehini a servicho da brena ho phec’hejou ha da zisposi calon an Autrou-Doue d’ho phardonni dre an absolven.

Corneill, commandant a gant den, a behini e parlant Sant Lucas e actou an Ebestel, en devoue ar bonheur da veza christen ha pardonet eus e oll bec’hejou dre vertus e aluzennou.

Va mab, considerit eta evel un dever evidoc’h soulagi ar beaurien.

Mar oc’h eus cals, roit dezo cals : mar oc’h eus nebeut, roit dezo nebeut.

Na chelaouit qet an avariçdet, an usuille-