Allas ! alies en em izigner, en em remuer, en em chagriner, epad ma tigasfe ar peoc’h en ene, un act a fizianç e Doue.
En ho tangerou, en ho touetançou, en ho chagrinou, qemerit precautionou, impligit moyenou, goulennit avizou ; mæs, arauc tout, ra vezo Doue ho qenta esperanç.
An dud n’o deus a bouvoar, a sclerigen, a volontes d’ho sicour, nemet e qement a ma ro Doue dezo.
Nemet ne vezo na re vras na re vian hor fizianç e Doue, nemet n’hor bezo na presomption na disesper, mæs eur fizianç reglet mad, Doue ne vanco qet da accordi deomp hon ezomou.
Evel ma zeo fæbl an den dreizan e-unan, er memes tra e teu crèn dre Zoue, e pehini e en em fiz.
An accidant en deus ho privet eus ar yec’het n’en deus qet sempleat puissanç Doue, pehini ebqen a ell e renta deoc’h.
Ar maro en deas lamet diganeoc’h un den pehini a yoa oc’h oll souten ; mæs n’oc’h eus qet collet an Doue pehini a inspire an den se da guemeret interest evidoc’h.
Ma carfemp ober reflexion e velfemp penaus sicour Doue n’en deus manqet deomp, nemet pa omp en em rentet indign anezan, dre hor manq a fizianç en e brovidanç a dad en hon andret.