Ar Verc’hes Vari e devoa abandonet he reputation, eb en em droubli, da brovidanç he Doue, ha Doue a zigassas un eal eus an èn evit pourvei d’he reputation, e speret Sant Joseph.
Imitomp eta ar Verc’hes, o ene fidel ! En hor malheur, en em abandonomp, etre daouarn Doue hon tad.
Mari ha Joseph, o veza eus a famill ar roue David, a ya eus a Nazareth da Vethleem evit lacat scriva ho hano var ar c’hayer, erves ordrenanç August, impalaër a Rom, pehini, o falvezout anaout etandu e bouvoar, en deus ordrenet nompri e sujedi partout dre e impalaërdet.
E ve bet inspiret an dra-se d’ar prinç dre guriosite, dre vanite pe dre interest, n’en examinont qet. An urs a so roet : e anaout a reont ; dioc’h-tu ec’h oboissont.
Ma c’hanavesfe August ar Verc’hes Vari, e lavarfe dezi, evel Assuerus da Esther : Ne qet grêt al lezen-se evithi.
Mæs al lezen a so evithi evel evit ar re-all. Oboissa ra evel ar re-all, ha guelloc’h ; car en ober a ra gant humilite, gant patiantet, eb