Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/154

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
110
imitation ar verc’hes vari.

tachou ar bed-ma ha madou an eternite.

An[1] nep en em harp var eur vrec’h marvel, a vezo henvel oc’h ar brug pehini a bouls en douar sauvach. Ar sec’hor a vezo e bartach.

Mæs an hini a laca e fizianç en Autrou-Doue, hac a ra e souten anezan, a vezo henvel oc’h unan eus ar plant mad-se pere a bouls var bord au dour.

E deillou, en abri dioc’h pep avel fall, a gonservo ho glasder hac a broduo bepret froues.

Pep tra a zoug ac’hanomp d’ar fizianç ; madeles Doue, e buissanç, e bromessaou, e fidelite, an auaoudegues en deus eus hon ezomou, hor sempladures hon-unan, hac an experianç a rear bemdes eus a nebeut a c’halloud an dud ha memes eus ho zreitouriach.

Ho pet eta recours d’e brovidanç en oc’h oll boaniou, pe seurt bennac e vent.

En em glem a rit ne ro qet ho Toue deoc’h a zicour en hoc’h affliction ; mæs evit er rei deoc’h, e c’hortos e tigasfe ho fizianç ac’hanoc’h e c’hars e dreid, evit er goulen digantan.

Gouzout a ra, a dra certen, ar stad trist e pehini en em gavit : ma na barlant ountan ho fizianç, e rayo ar memes tra evel pa n’er gouefe qet.

En em lezel a rit da veza troublet ha digouraget, evel pa na ve Doue ebet.

(a) Jer. 17. 5.

  1. Jer. 17. 5.