Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/136

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
92
imitation ar verc’hes vari.

eguet va fizianç ennoc’h. Satan, adversour va silvidigues, hac en a rafe mui evit va c’holl eguet na reot-hu evit va savetei ?

Plijet ganeoc’h eta, ô ar garantezussa hac an digna eus an oll mamou ! obten din-me, ho mab, ar c’heuz ar brassa var an amser dremenet, ar vrassa fidelite evit an amser brezant, eur fermder evel hini ar reyer evit an amser da zonet, hac e canin en evou, a bed an oll eternite, trugarezou ha misericord an Autrou-Doue, hac ho madelezou, ô Mari ! em andret.




CHABIST XXIV.
Eus an anaoudegues vad a dleomp dа zisques da zoue evit e vadoberou.


Doue infinimant mad, pehini oc’h eus accordet din qement a c’hraçou temporel ha spirituel abaoue ma zon var an douar, me a offr deoc’h, evit ho trugarecaat, an oll santimanchou a anaoudegues vad e devoue Mari evit ho madoberou, hed he bues, mæs particulieramant pa antreas e ty Zachari hac Elisabeth.

Elisabeth a roe da Vari ar meuleudiou ar muya meritet. Mæs Mari a falle dezi ec’h ancounac’haje Elisabeth an hini ne devoa