recevet madoberou Doue nemet evit sonjal en he madoberour.
Mari e divige deziret clevet an oil draou crouet oc’h o trugarecaat, va Doue, evithi hac assambles ganthi, evit an donæsonou ho poa great dezi.
N’en em estime eurus nemet abalamour an Oll-c’halloudec en devoa priget izellaat e zaoulagad vare servicheres qen dister evit disques peguement eo bras, peguement eo trugarezus.
Alias ! Autrou, pell meurbet dioc’h guelet ennon er santimanchou-se, goude qement a vercou oc’h eus roet din eus ho carantes, ne velit ennon nemet un ingrat.
Me a receo diganeoc’h madou hac a drugareca an dud. Va afferiou o deves issu mad, hac e credan eo qement-se an effet eus va finessa ha va gouiziegues, eleac’h beza anaoudec eus ho madoberou. i
Mæs ispicial, petra e zon-me ac’hanon va-unan, petra a ellan-me dreizon va-unan, pa ves qestion eus ar silvidigues ? A ne sonjan qet d’ho trugarecaat, va Salver, eus ar sicourou a roit din evit caout issu mad en affer vras-se !
M’ar deus ennon un dra bennac agreabl d’ho taoulagad, n’em beus anezan nemet diganeoc’h, hac ebdoc’h ne allan er c’honservi.
Gant liberte, evit guir, en em sicouran