Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/132

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
88
imitation ar verc’hes vari.


N’oc’h eus ezom a zicour den evit ober ho polonteziou. Falvout hac ober a so evidoc’h ar memes tra.

Eb sortial ac’hanoc’h oc’h-unan, e cavit ennoc’h evel en o sourcen, qement vad ha qement perfection a ell beza er grouadurien visibl hac invisibl.

C’hui ebqen a bossed dre ho vertus divin, evel ho madou propr, an oll berfectionou, an oll guenet possubl, abalamour c’hui a so necesseramant hac infinimant parfæt.

An dud vras ha distinguet ne veritont hor respejou nemet abalamour ma zint an imach eus ho majeste, ha ma zeo pliget ganeoc’h accordi dezo eul loden eus ho calloud. A hent-all, petra int-hi dirazoc’h ? Poultr ha ludu evel ar rest eus an dud.

Peb majeste humen eta a dle en em eclipsa ha disparissa dirazoc’h, va Doue.

N’en deus a vir c’hrandeur, a vir majeste nemet oc’h-hini, pa zeo guir ne all na cresqi na diminui, dre ma zeo infinit.

O Autrou,[1] Doue ar vertuziou ! piou a so henvel ouzoc’hui ! C’hui ebqen a verit oll adoration an evou hac an douar, abalamour c’hui ebqen a so an Doue infinimant bras, an Doue atao infinimant bras, an Doue infinimant bras e tout hac e partout.

Bras en oc’h oll œuvrou, er re viana qer

(a) Ps. 88. 9.

  1. Ps. 88. 9.