Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/133

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
89
levr i. chab. xxiii.

couls hac er re bursudussa ; er fleur eus ar parqeyer, qer couls hac er stered eus ar firmamant.

Bras e furnes, e puissanç, e justiç, e madeles. Ah ! piou a ello jamæs, ô Doue bras ! parlant eus ho crandeuriou en eur feçon dign ac’hanoc’h. Henorapla tra a ouffet da lavaret anezo, eo amsao hac anaout e maint dreist pep meuleudi ha pep expression.




CHABIST XXIII.
Trugarezou an Autrou-Doue.


Ar Servicher.

Peguement e caran, ô Mari ! clêvet achanoc’h o celebri trugarezou an Autrou-Doue gant ar memes moues pehini, er memes cantic, a celebr e vajeste ! Peguen bras ar zantimant a roit din anezo !

M’ar cheuillan ganeoc’h ar chaden eb muzul anezo, he guelan astennet var an oll generationou, ha ne velan nicun eus ar re о deus doujanç Doue ha guement n’en deffe perz enno.

Mar sco ar bec’herien en e goler, mar ro dezo e bunitionou ar re derrupla, n’er gra nemet goude beza esseat ho digass dre e vadoberou, hac ho gounit dre e garantes.