Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/131

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
87
levr i. chab. xxii.

an Doue-se oll-c’halloudec pehini a ra, pa blich gantan, ar bursudou ar re vrassa, hac a behini an hano infinimant santel, a verit oll enoriou an douar ; pehini a zisques oll ners e vrec’h evit discar an dud superb ha distruja o dessinou ourgouillus ; pehini a ziscar ar re a so savet huel, evit huellaat ar re vian pere a so dispriget hac en em zisprich ; pehini a baoura ar re binvidic evit carga a vadou ar re a so en ezom hac en dienes.

Da biou, e guiriones, eo dleet ar c’hloar hac ar veuleudi, nemet deoc’hui, va Doue ?

Grandeur an dud e deveus un termen. Eur c’hrandeur prestet eo ; eur c’hrandeur fragil : dioc’h hon ideou e tepant ; alies e ves faus hac en hon imagination ebqen.

Ho majeste, ô va Doue ! hac ho crandeur, ne ouzor qet bete egueit e zent. Infinit eo, ho tra eo. Pep grandeur all a so obliget d’he anaout evit he mæstres.

Majeste ar brincet a finis gant ho bues. A boan e zint discaret, na songer mui enno.

Evidoc’hui, va Doue, a chom eternellement. Ho cloar a so dreist an èn hac an douar hac oll hirder an amser.

A betra ho crouadurien a elfe en em c’hlorifia ? Diganeoc’h eo ar pes ho deus a c’halloud hac a binvidignes. Ne ellont netra ebtoc’h. C’hui a ell tout ebto. N’en deus nemedoc’h hac a ve bras dre natur.